Louis Massignon

Louis Massignon

Louis Massignon e 1956
Ganedigezh 25 a viz Gouere 1883
Nogent-sur-Marne
Marv 31 a viz Here 1962
Suresnes
Broadelezh  Gall
Micher Islamoniour
Istorour
Reteroniour skiantel
Relijion  Iliz katolik roman
Resped
Bro-C'hall Collège de France
Egipt Akademiezh an Arabeg e Kaero
Izelvroioù Akademiezh Roueel Izelvroat
an Arzoù hag ar Skiantoù
Rusia Akademiezh Rusian ar Skiantoù
Sveden Akademiezh Roueel Svedat
ar Skiantoù

Louis Fernand Jules Massignon (Nogent-sur-Marne, 25 a viz Gouere 1883Suresnes, 31 a viz Here 1962) zo un istorour, ur reteroniour hag un islamoniour gall bet kelenner er skol-uhel Collège de France.
A-hed e vuhez, dre e studioù hag e labourioù, e klaskas Louis Massignon unaniñ an Islam hag ar gristeniezh dre ar meizad anvet badaliya en arabeg, "erlerc'hiañ ouzh ur soudard bet tennet d'ar sort", da lavarout eo reiñ e vuhez evitañ.

Diwar e atiz e voe savet pirc'hirinded kristen-ha-muzuman chapel ar Seizh Sant er C'houerc'had e 1954, hag a-drugarez e oberiantez e voe kemmet sell an Iliz katolik roman war an islam e-kreiz ar bloavezhioù 1960.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search